Ar sabotaj pe tarverezh a zo un ober graet a-fetepañs-kaer evit distruj, gwanaat pe disteraat ur benveg evit ma chomfe sac'het pe na vefe ket ken efedus ken. Graet e vez kalz gant ar ger da vare brezelioù (brezelioù etre broioù, pe brezelioù ekonomikel, pe eneberezh kevredigezhel) evit ober anv eus an oberoù kaset war-raok evit lakaat rouestl ha mesk e-touez an enebourien, pe ar gevezerien, da skouer en ur zistruj kefluskerioù, hentoù-houarn, linennoù tredan... ha kement tra a c'hall lakaat dizurzh en o zouez. Implijet eo bet ivez an doare ober-se e bed al labour gant micherourien ’zo evit terriñ mekanikoù, da skouer pa ne veze ket aotre da ziskregiñ diouzh e labour evit gounit gwirioù pe kresk paeamant, pe pa veze re ziaes al labour.
Dishañval diouzh ar sponterezh eo ar sabotaj, pa ne glask ket lazhañ tud, na lakaat ar spont da ren. Disheñvel eo ivez diouzh manifestagoù ma vez distrujet traoù en un doare arouezel a-wechoù. Dre vras e chom kuzh ar saboterien ha ne glaskont ket displegañ na brudañ ar pezh a reont. Ober gaou eo ar pal.